Emgann Singapour, pe Kemeridigezh Singapour, a oa c'hoarvezet e gevred Azia e-kerzh Brezel ar Meurvor Habask, pa oa bet aloubet gant nerzhioù lu Impalaeriezh Japan lec'h-kreñv Singapour lesanvet "Gibraltar of the East". Singapour a oa un diazez saoz milourel hag ekonomikel en Azia hag ar c'holl anezhañ a oa bet un taol penn-bazh evit ar Rouantelezh-Unanet. Sañset e oa bezañ al lec'h difenn pennañ er zonenn evit talañ ouzh argadennoù Impalaeriezh Japan. Ar stourm e Singapour a oa padet eus an 8 betek ar 18 a viz C'hwevrer 1942. An trec'h japanat a oa bet peurglok. Kemeret e oa Singapour ganto, hag ouzhpenn-se he doa ranket ar Rouentelezh-Unanet kodianañ gant Japaniz en doare gwashañ a oa bet biskoazh en he istor.
Chomet eo kêr en Impaleriezh Japan betek fin ar brezel. En holl e oa bet lazhet 1714 den ha gloazet 3378 gant lu impalaeriezh Japan. E tu an Impalaeriezh vreizhveuriat e oa bet war-dro 5000 den lazhet pe gloazet ha 80 000 den a oa bet prizoniet.